Paroles de la chanson Paotred Plouhir ha paotred Plouber (Les gars de Plouhir et les gars de Plouber) par Chansons Bretonnes

Chanson manquante pour "Chansons Bretonnes" ? Proposer les paroles
Proposer une correction des paroles de "Paotred Plouhir ha paotred Plouber (Les gars de Plouhir et les gars de Plouber)"

Paroles de la chanson Paotred Plouhir ha paotred Plouber (Les gars de Plouhir et les gars de Plouber) par Chansons Bretonnes

1
E-barzh Plouhir ha 'barzh Plouber
Mallozh ruz!
Zo tud kalet ha paotred taer
Mallozh ruz!
Krenañ 'ra 'n'dud dre'n tachennoù
Pa vent er c'hoariadennoù
O sachañ war ar berchennoù
Mallozh ruz!

En Plouhir emañ Yan C'hrall Bras
Mallozh ruz,
En Plouber Fañch an Didrabas
Mallozh ruz
En Plouhir Glode Dilaorek
En Plouber Goulven ar Skouarneg
Holl paotred vat ha lalonek,
Mallozh ruz

Potred Plouhir a lavare
Mallozh ruz,
Da re Blouber un deiz a oe,
Mallozh ruz
" En Breizh-Izel 'beus ket hon far
Na dre neb-lec'h war an douar,
Da dud Plouhir enor ha gloar
Mallozh ruz ! "

Paotred Plouber a respontas
Mallozh ruz
" Gwellañ gwaz zo eo Didrabas
Mallozh ruz
N'eus ket en hon Breizh hed-da-hed
Nag ive neb-lec'h dre ar bed
Evit Plouberiz tud ebet
Mallozh ruz ! "

Paotred Plouhir a lavare
Mallozh ruz,
Da re Blouber an devezh-se,
Mallozh ruz
" Penegwir hon far ne gavomp
Ur chech asambles e rafomp
Da Blouhir ar maout e rofomp
Mallozh ruz ! "

" Da Blouhir maout na rofet ket
Mallozh ruz
Keit ma vo tud Plouber er bed,
Mallozh ruz
Keit ma vo bev an Didrabas
Biken na drec'ho ar Grall bras !
Deomp 'ta, paotred, da c'hoari vazh
Mallozh ruz

Tre 'n Dilaoreg hag ar Skouarneg
Mallozh ruz,
Zo savet ur c'hourennadeg
Mallozh ruz
Ken o div groazel a strake
Hag o divrec'h a ziswie
Hag o divesker a blege,
Mallozh ruz

Fañch an Didrabas ha Yann C'hrall
Mallozh ruz
A zo krog ivez da dourtal
Mallozh ruz
Ar Diouron hag ar Jaffre
Hag ar Guillouz hag ar C'here
Vel tirvi gouez a c'hourenne
Mallozh ruz

Paket eo bet an Dilaoreg
Mallozh ruz
Gant divrec'h nerzhus ar Skouarneg,
Mallozh ruz
Hogen Yann C'hrall Bras a bakas
E gar tro hini 'n Didrabas
Ha war an douar hen taolas,
Mallozh ruz !

Potred Plouhir ha re Blouber
Mallozh ruz
A gane o tistroiñ d'ar gêr
Mallozh ruz
" War ar bed ne vo ket gwelet
Tud ken nerzhus ha ken kalet
Ha re 'n div barrez unanet,
Mallozh ruz ! "

Paroles.net dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)

Sélection des chansons du moment

Les plus grands succès de Chansons Bretonnes