Paroles de la chanson Roland hag Izabel (Roland et Isabelle) par Chansons Bretonnes

Chanson manquante pour "Chansons Bretonnes" ? Proposer les paroles
Proposer une correction des paroles de "Roland hag Izabel (Roland et Isabelle)"

Paroles de la chanson Roland hag Izabel (Roland et Isabelle) par Chansons Bretonnes

Roland a lavare gwechall
Na d'e bried tener Izabel
" Ret eo din bremañ partial
'Vit monet d'an Turki d'ar brezel
Ret eo din bremañ partial
'Vit monet d'an Turki d'ar brezel

Te ouel dourek din-me bremañ
Kaon a zouges din war da veno
Un all a-benn nemeur amañ
A zeuy da sec'hañ da zaeloù

- Mar teufen da ankounac'haat
An hini am beus kement karet
Deuit dirak va doulagad
En spes, da rebech din va fec'hed !

Mar timezan war va devezh
Er banket em c'hichen azezet
Deut da gas ac'hanon d'ar bez
Ha lavarit eo me ho pried"

Roland a zo marv siwazh !
Izabel he deus keun hag anken
Mez oa ket echu mat ar bloaz
Ma zeuas ur markiz d'he goulenn...

E renk, e c'hened, e arc'hant
A zallas kalon an intañvez
Reiñ a reas he c'honsantamant
Hag asinet a oa an devezh

Pa oa an holl dud asamblet
Ar banket a komañsas souden
Mez oaint ket c'hoazh peur-azezet
Un ofiser oa en o c'hichen

Ne gredent ket outañ sellet
Rak, 'vel ma oa gwisket en houarn
Er c'hiz-se oa holl c'holoet
Kerkoulz e visaj 'vel e zaouarn

Ne gredent ket sellet e fas
Koulskoude o doa c'hoant da welet
Hag hen, hep fiñval deus e blas,
Deus Izabel a selle parfet...

Raktal an oc'h a zo savet
Heg en deus laret 'n ur grenañ :
"Tennit ho kask, ya me ho ped,
Hag azezit ganeomp da leinañ

E gask neuze p'en deus tennet
O pebezh horrol meurbet c'hwerv !
Skrijal a rae tud an eured
O welet figur un den marv

Bale 'ra dre ar wreg yaouank
Ma falla houmañ war he divc'har
Ha dezhi a lar prontamant
Gant ur vouezh don ha leun a gounnar :

"Din-me 'poa prometet gwechall
Na mar tegouezhe ganin mervel
Bikan ne gemerjez un all
Ha din-me vijez chomet fidel !"

Astenn a ra e zorn pounner ;
Kaer he deus gouelañ ha deploriñ
Gant an douar int bet lonket
Ha c'hoazh o c'hlevfoc'h oc'h hirvoudiñ

Izabel a zeu di bep bloaz
Gwisket e giz mont da eureujiñ
Ha hi o grial gwasoc'h-wazh...
An teuz na ziskrog morse outi

Abaoe, gant aon rak mervel,
Den 'n eus graet demeurañs ar c'hastel
Abaoe, gant aon rak mervel,
Den 'n eus graet demeurañs ar c'hastel

Paroles.net dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)

Sélection des chansons du moment

Les plus grands succès de Chansons Bretonnes