Paroles de la chanson Roue ar Mani (Le roi de Mani) par Chansons Bretonnes

Roue ar Mani (Le roi de Mani) Traduction française
Chanson manquante pour "Chansons Bretonnes" ? Proposer les paroles
Proposer une correction des paroles de "Roue ar Mani (Le roi de Mani)"

Paroles de la chanson Roue ar Mani (Le roi de Mani) par Chansons Bretonnes


I

Disul da noz, goude ma c'hoan,
'Z on em wisket, wit partian :
'Tont ul luc'hedenn uz d'am fenn,
Ken 'sklezrie tro-dro ann dachenn !

- Roue 'r Mani, poent eo monet
D'glask badeziant d'ho inosanted ;
D'glask badeziant d'ho inosanted
Did da unann ha d'as pried ! -

Roue ar Mani a lare
Er ger d'he bried, p'arrue :
- Ma fried, me ia da vale,
Pa vin me bet, c'hui iel' iwe. -

- Mar et, ma fried, da vale,
Me a ielo ganec'h iwe. -
- Mar eomp da vale hon daou,
Pelec'h iel' hon bugaligou ? -

- Chui 'zougo unan, ha me daou,
Doue hag 'r Werc'hes hon zikourou..... -
Doue hag 'r Werc'hes deuz ho zikouret,
Ann hent-mad ho deuz kommerret.

II

'Tal ur chapel int arruet,
Badeziant ho deuz goulennet.
'Nn aotro sant Iann 'n euz ho badezet,
Doue hag 'r Werc'hes deuz ho dalc'het.

Ann hent-mad ho deuz kommerret,
'Tal ar mor-braz int arruet ;
'Tal ar mor-braz int arruet,
Ha goulenn tremenn ho deuz gret.

- Tremener, lares-te d'in-me
Te hon zremenfe d' vont d'ar c'hoste ?
M'am zremenes, ma zremenn kouit,
N' 'm euz ket a 'vado da rei did.

Me 'zo deut aman a bell bro,
Am euz roët ma holl vado. -
- Deut d'in krog en dorn ar vroeg-ze,
M'hi zremeno d' vont d'ar c'hoste. -

Anter 'r pasaj p'eo arruet
Drouk-ober d'ez-hi 'n euz c'hoantet ;
'R vag war hi geno 'zo troët
Hag ann tremener 'zo beuzet !.....

III

Ar vroegik koant a c'houlenne,
'N ti ar pinvidik p'arrue :
- En han' Doue, un tam bara,
Tri de 'zo na zebriz netra !

Ma miret 'n ho ti d' labourat,
Pinvidik m'ho servijo mad ;
Me a reï skool d'ho pugale,
Ho disko d' serviji Doue,

Koulz hag am bije gret d'am re,
Siouas ! ma oann chommet gant-he. -
- Et duze d'ann hostaliri,
Eno 'kavfet da serviji. -

Ar vroegik paour a c'houlenne,
'N tal 'n hostaliri p'arrue :
- Ma miret 'n ho ti d' labourat,
Hostises m'ho servljo mad ;

Me a reï skool d'ho pugale,
Evel am bije gret d'am re ;
Evel am bije gret d'am re,
Ma vijenn bet chommet gant-he. -

- Deuet en ti hag azeet.
Ken vo klewet gant ma fried ;
Ken vo klewet gant ma fried,
Rag laret d'ac'h na hallann ket.. ... -

IV

Roue ar Mani a lare,
En ti 'r pinvidik p'arrue :
- En han' Doue un tamm bara,
Pell-braz 'zo na zebris netra !

Ma miret 'n ho ti d' labourat,
Pinvidik, m'ho servijo mad..... -
Roët tranch d'ez-han , d' dorri havrek,
Met allas ! n'ouïe mann a-bed !

Roët 'zo d'ezhan 'n tamm bara-loued,
Da vont d'al lann gant ann denved.....
Bet eo seiz vloaz 'l lann gant ann denved,
Gant un tammik kreun bara-loued.

Pa oa ar seiz bloaz achuet,
Baroned el lann 'zo arruet :
- Na mesaër, lares-te d'in,
Na t'euz gwelet roue 'r Mani ?

- M'eo roue ar Mani 'glasket,
Me gred eo out-han a komzet :
Me 'zo seiz bloaz 'zo gant 'nn denved,
Gant un tammik kreun bara-loued.

Kasset d' 'r pinvidik he zenved
Hag he dammik kreun bara-loued..... -
Ar baron-man a c'houlenne,
'N tal 'nn hostaliri p'arrue :

Beza 'zo 'n hostaliri-ma
D'am baroned ha me d'goania ;
D'am baroned ha me d'goania,
Ur plac'hik koant d'hon servija ? -

- Ur plac'h 'zo seiz bloaz-so em zi,
Biskoas n' deuz servijet hini ;
Biskoas hini n' deuz servijet,
Me garr 'nn ez-hi dreist ma merc'hed. -

Mar koaniomp fenoz en ho ti
'Teuï 'r plac'hik koant d'hon serviji ;
'Teuï 'r plac'hik koant d'hon serviji,
N 'hon euz drouk-bed d'ober d'ez-hi. -

Na pa oa ar goan preparet,
Plajou war ann daol digasset :
- Plac'hik iaouank, laret-c'hui d'in,
C'hui debrfe 'n tamm er plad ganin ? -

- Iteon Varia ann Drindet,
Petra 've kaoz na rafenn ket ?
Petra 've kaoz na rafenn ket,
Alies, 'kredann, am euz gret ! ....

Paroles.net dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)

Sélection des chansons du moment

Les plus grands succès de Chansons Bretonnes