Paroles de la chanson Roue ar Romani (Le roi de Romani) par Chansons Bretonnes

Roue ar Romani (Le roi de Romani) Traduction française
Chanson manquante pour "Chansons Bretonnes" ? Proposer les paroles
Proposer une correction des paroles de "Roue ar Romani (Le roi de Romani)"

Paroles de la chanson Roue ar Romani (Le roi de Romani) par Chansons Bretonnes

I

P'oa roue 'r Romani 'pourmen,
Hag hen 'welet ur goulmik wenn ;
Ur goulmik wenn dimeuz ann ef,
'Gomzaz out-han a beurz Doue.

- Roue 'r Romani, kuita da di,
Ha kerz da chomm d'ann Normandi ;
Red 'vo did kuitad d' rouantelez,
Kent wit antren er gristenez ! -

Roue 'r Romani p'hen euz klewet,
D'he bried paour hen euz laret :
- Gret-c'hui er-vad d'hon bugale,
Me a ia brema da vale. -

- Mar et, m' fried, me iel' iwe ;
Petra 'vo gret d'hon bugale ? -
- C'hui dougo unann ha me daou.
Pa veomp skuiz, ni ziskuizo :

Pa veomp skuiz, ni ziskuizo,
Ann amzer bepred 'dremeno ;
Ann amzer bepred 'dremeno,
Hag hon buhe a divezro. -

II

Kement ho deuz gret o kerzet,
M'int gant ur chapel arruet ;
Bars ar chapel p'int antreet,
War ho daoulinn int em strinket

Hag hi 'welet viziblamant
Korf Jezuz 'n ur c'haliz arc'hant ;
Korf Jezuz 'n ur c'haliz ardhant,
'Wit reï d'he ho femp 'r vadeziant.

P'ho deuz 'r vadeziant resevet,
Gant ho hent adarre 'z int et ;
Gant ho hent adarre 'z int et,
En bord ar mor 'z int arruet.

En bord ar mor p'int arruet,
Saludi 'r pasajer 'deuz gret :
- Pasajer paour, mar am c'haret,
Tremenet anomp 'n ur vaged. -

- Roët d'in dorn 'nn dimezel-ze,
Ha me hi c'hasso d'ar c'hoste. -
- N'omp ket kement 'n ur vandennad,
Na iefomp pemp en ur vagad. -

- Roët d'in dorn 'nn dimezel-ze,
Me deuio d'ho kerc'had goude. -
N'oa ket 'n anter ar mor rentet,
Afront d'ez-hi hen euz bet gret.

- Itron Varia ann Drindet !
Preservet ann-on d'am friet;
Preservet ann-on d'am friet,
Biskoas ar sonj-se n'am euz bet ! -

N'oa ket hi gir peurlavaret,
'R c'hurun ann ef 'zo diskennet ;
'R c'hurun ann ef 'zo diskennet
Hag ar vag 'zo daou-anteret !

Ar vag a zo daou-anteret,
Hag ar pasajer 'zo beuzet ;
Ar pasajer a zo beuzet,
'R rouanes d'ar c'hoste kasset :

- Itron Varia ann Drindet,
Setu me ama dilezet ;
Dilezet pried, bugale,
Birwikenn n' welann ann ez-he ! -

III

Rouanes Romani 'lare,
En hostaliri p'arrue :
- Roët d'in-me boed ha dillad,
Me chomo 'n ho ti d' labourad ;

Me chomo d' labourad 'n ho ti,
'Reï dantelez hag aouraji.....
. . . . . . . . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . .
IV

Roue 'r Romani a lare
D'he vugaligou en eur-ze :
- It war ma c'houk, ma mab-henan,
'Tre ma diou-vreac'h m' mab bihannan ;

M' mab entre-henan, chomet aze,
Me deuio d'ho kerc'had goude... -
Na pa oa o tremen ar mor,
'Koezaz he vab-henan en dour.

P'arruaz gant h' vab entre-henan,
A oa ul leon hen tagan ;
P'arruaz gant h' vab iaouanka,
'Oa ur bleiz-mor hen ziframma !

Roue 'r Romani a lare
En bord ar mor, en he goanze :
- Itron Varia ar Folgoet,
Setu me ama dilezet ;

Kollet pried ha bugale,
Birwikenn na welann ann-he !
Birwikenn' na welann ann-he,
Ha petra breman a rinn-me -? -

V

Roue 'r Romani a lare,
En ti 'r pinvidik p' arrue :
- En hano Doue, un tamm boed,
Tri dewez 'zo tamm n'am euz bet !

Penamet eo braz graz-Doue,
N'ouzonn penaoz 'haljenn bale ;
Roët d'in-me boed ha dillad
M' chomo 'n ho ti da labourad ;

Me chomo d' labourad 'n ho ti,
'Reï dantelez hag aouraji..... -
. . . . . . . . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . .
Kriz 'vije 'r galon n' oelje ket
'Welet 'r roue 'vessa ann denved,
En he zorn un tamm bara loued,
Chass 'r pinvidik n'hen debrjent ket !

VI

Pastor ar roue 'vonjoure
Roue 'r Romani, p'hen gwele :
- Pastor ann denved, d'in laret,
N'oc'h euz gwelet roue a-bed ? -

- Me zo seiz bloaz-so gant 'nn denved-man,
N' 'm euz gwelet roue-bed 'tremenn aman. -
- C'hui 'zo roue ma vis-a-vis,
M'ho anvez euz ho fourdeliz.

Kassomp d' 'r pinvidik he denved,
Hennes a hallo lavaret
Penaoz he denved a zo bet
Gant ur roue braz diwallet ! -

VII

Roue 'r Romani 'vonjoure
En hostaliri p' arrue :
Hotises, d'in-me lavaret,
Moïenn a vo da vout lojet ?

Moïenn 'c'h euz d' lojan ur roue,
Hag he bastor kerkoulz hag hen,
Ur plac'hik koant d'ho serviji,
N'am euz gwelet biskoas hini

Hag a vije ker koant ha hi,
Met rouanes ar Romani.
- Oh ! ia sur, deuet bars ann ti,
Moïenn 'walc'h 'zo d'ho serviji.....

Ma flac'h-ar-gambr, mar am c'haret,
Da zerviji ann daol 'teufet ;
Seiz bloaz 'zo ez oc'h 'bars ma zi
N'ho 'm euz ket pedet d' serviji ;

C'hoas n'am bije ket ho pedet,
Penamet 'zo 'r roue arruet.....-
. . . . . . . . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . .

VIII

- Plac'hik iaouank, d'in-me laret,
Un tamm euz ma flat a' zebrfet ?
- Pa eaz d' gommer un tamm er plad,
Hi gwalenn aour hen euz gwelet :

- Itron Varia ann Drindet,
A posubl ve 'vec'h ma fried ! -
- Mar oc'h roue, 'vel ma laret,
Hon bugale pelec'h int et ? -

- Pa oann o tremenn ar mor-braz,
Ma mab-henan en dour 'goezaz ;
P'arruaz d' vouit m' mab entre-henan,
'Oa ul leon euz hen tagan ;

Arru gant ma mab iaouankan,
'Oa ur bleiz euz hen ziframma ! -
N'oa ket ar gir peurlavaret,
Ar rouanes d'ann douar 'zo koet ;

Ar rouanes d'ann douar 'zo koet,
Paj ar roue 'n euz hi zavet ;
Pal ar roue 'n euz hi zavet,
Hi zri mab 'r gambr 'zo arruet.

- Ma bugale, d'in lavaret,
Ha piou hen euz ho mailluret ? -
- A-fonz ar mor un dimezell-wenn
A deue bemde d'hon kelenn ;

A deue bemde d'hon kelenn,
Da ziluia hon bleo-melenn..... -
. . . . . . . . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . .

IX

Ann aotro sant Loup ha sant Gili,
Ar mab iaouank sant Bernardi,
'Zo tri mab roue 'r Romani,
'Zo et da chomm d'ann Normandi.

Paroles.net dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)

Sélection des chansons du moment

Les plus grands succès de Chansons Bretonnes