Paroles de la chanson Sant Efflamm hag ar Roue Arzhur (Saint Efflamm et le Roi Arthur) par Chansons Bretonnes

Chanson manquante pour "Chansons Bretonnes" ? Proposer les paroles
Proposer une correction des paroles de "Sant Efflamm hag ar Roue Arzhur (Saint Efflamm et le Roi Arthur)"

Paroles de la chanson Sant Efflamm hag ar Roue Arzhur (Saint Efflamm et le Roi Arthur) par Chansons Bretonnes

I
Ur brenin eus a Iverni,
En doa ur verc'h da zimiziñ,
Eus ar breñsezed ar vravañ,
Hag hi he anv Enoran.

Gant leizh e oa bet goulennet,
Hag holl e oant bet distaolet,
Nemet an aotrou bras Efflamm,
Mab d'ur brenin all, ha drant-flamm.

Met laket e doa en e benn
Monet da ober pinijenn,
En ur minic'hi, en ur c'hoad,
Ha mont kuit digant e c'hrweg vat

Deiz an eured, e-kreiz an noz,
An holl er gwele kousket kloz,
Deus he c'hichen e oa lammet,
Ha maez deus ar gambr, didrouz naet;

Ha maez deus ar palez eas,
Na den ebet na zihunas ;
Ha pell deus ar gev skañv ha feul,
Nemet e gi-red e e heul ;

Hag hen digouezhet gant an treazh,
Ha klask ul lestr bennak a reas :
Kaer en doa sellet a bep-tu,
Wele nikun gant an noz du.

Ken a savaz al loar en neñv,
Hag e welas en e gichen
Un arc'hig toull hag hi kollet,
Hag hi taolet ha distaolet.

Efflamm a grogas en ezhi,
Hag a bignas kerkent enni,
Ha n'oa ket c'hoazh savet an deiz,
Pa oa tostik-tost ouzh a Vreiz.

Breizh neuze a oa trubuilhet
Gant loened gouez ha dragoned,
Hag a wallgase ar c'hanton
Ha, dreist an holl, bro Lannion.

Kalz ane'o a oa bet lazhet,
Gant penn-tiern ar Vretoned,
Arzhur, a n'eus kavet e bar,
Abaoe 'mañ war an douar.

Pa zouareas sant Efflamm,
Ar roue welas oc'h emgann,
E varc'h taget en e gichen,
Gwad deus e fri, ha war e gein ;

Ul loen gouez gantañ tal-oc'h-tal,
Ul lagad ruz e-kreiz e dal,
Skantoù glas en-dro d'e zivskoaz,
Kement hag ur c'hole daou vloaz ;

E lost evel ur viñs houarn,
E veg digor rez e zivskouarn,
Skilfoù ennañ gwenn ha lemmet
Evel an hoc'h gouez, hed-ha-hed.

Tri deiz oant en kann evel-se,
Heb be'añ 'n eil 'vit egile,
Hag ar roue mont da fatañ
Pa zegoue'as Efflamm gantañ.

Ar roue Arzhur lavaras
Da sant Efflamm, dal' m'e welas :
- Plijfe deoc'h, aotro pirchindour,
Degas din-me ul lommig dour ?

- Mar plij d'an Aotrou benniget,
Dour a-walc'h a vezo kavet.-
Hag eñ da skeiñ gant penn e vazh,
Dre deir gwech, war beg ar roc'h-c'hlas

Ken a zilammas ur vammenn
Dioc'h beg ar garrek, rag-an-nen,
A dorras d'Arzhur e sec'hed,
Hag a roas de'añ nerzh ha yec'hed.

Hag eñ d'an dragon adarre,
Ha plantañ 'n e veg e gleze ;
Ken a laoskas ur skrijadenn,
Ha 'kouezhas er mor war e benn.

Ar roue pa'n deus hen lazhet,
D'an den Doue en deus lâret :
- Deut, m'ho ped, da balez Arzhur,
M'ho lakay en ho plijadur.

- Salokras, aotrou, na in ket,
D'al lean am eus soñj monet.
Mar plij ganeoc'h, me a chomo
Er roz-mañ, keit ha ma vin bev.-

II
Enoran oa souezhet bras,
Tronoz-beure, pa zihunas,
O c'houzout petra oa digouet,
Na pelec'h oa aet he fried.

Evel ma red dour er gwazioù,
E ro he daoulagad daeloù
Dre ma oa, siwazh de'i! losket,
Gant he mignon, hag he fried.

Gouelañ devoa graet pad an deiz,
Heb kavout frealz d'he ene.
Goelañ goude koan devoa graet,
Hep gallout be'añ diboaniet.

Ken a goue'as kousket skuizh-tre,
Hag a zeuas de'i un huñvre :
Gwelet he gwaz en he c'hichen
Ker kaer evel an heol melen,

Hag e lare: - Deut-hu gane,
Mar fell deoc'h miret ho ene ;
Deut, heb dale 'bet, war ar maez,
Da ober ho silvidigezh.-

Ha hi, dre hun, da lavaret:
- Mont a rin ganeoc'h, va fried
Lec'h a gerfet, da leanez,
Da ober va zilvidigezh.-

Ar re gozh o deus lavaret
Penaos e oa hi bet douget,
Hag hi kousket, dreist ar mor bras,
Gant an aelez, da zor he gwaz.

Toull dor he gwaz pa zihunas,
Tri zaol war an nor a reas
- Me zo ho tous hag ho pried
A zo gant Doue digaset.-

Hag eñ d'he anaout dioc'h he mouezh,
Ha da sevel kerkent, ha maez,
Hag e zorn 'n he dorn e lakae,
Gant komzoù kaer demeus Doue.

Goude 'savas ul lojig de'i,
'Tal e hini, a gostez kleiz,
Tal ar feunteun, gant balan glas,
En ur wasked, dreñv ar roc'h c'hlas.

Pellik meur e chomjont eno,
Ken a yeaz brud dre ar vro
Eus ar burzhudoù devoant graet,
Ha oant bemdez darempredet.

Un noz an dud oa war ar mor
A welas an neñvoù digor,
Hag e klefjont meuleudioù,
Ken a oant bamet o selaou

Hag antronoz ur baourez gaezh,
Hag hi kollet ganti he laezh,
He bugel o vont da zemplañ
A zeuas da gaout Enoran.

Kaer he doa gervel toull an nor
Na deue gour evit digor
Ken a welas dre un toullig
An itron stouet marv-mik,

Hi ker kaer hag an heol melen ;
Hag al loj leun a sklerijenn
Hag ur paotrig gwisket e gwenn,
War e zaoulin en he c'hichen.

Ha hi da ziblas, en ur red
Da gavout Efflamm benniget
Digor-kaer oa dor ar mini
Hag eñ marv 'vel e hini

An traou-mañ ma n'ankounac'hor,
N'emaint bet biskoazh e neb levr,
Lakeat int bet e gwerzoù,
Da ve'añ kanet en ilizoù.

Paroles.net dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)

Sélection des chansons du moment

Les plus grands succès de Chansons Bretonnes