Paroles de la chanson Son ar bonomig (Chanson du petit bonhomme) par Chansons Bretonnes

Chanson manquante pour "Chansons Bretonnes" ? Proposer les paroles
Proposer une correction des paroles de "Son ar bonomig (Chanson du petit bonhomme)"

Paroles de la chanson Son ar bonomig (Chanson du petit bonhomme) par Chansons Bretonnes

1
- Deboñjour deoc'h Janedig,
Boñjour deoc'h a laran
Bremañ !
Boñjour deoc'h a laran
Pelec'h 'mañ ar Bonomig ?
Pa n'emañ o tommañ
Bremañ !
Pelec'h 'mañ ar Bonomig ?
Pa n'emañ o tommañ

2
- Emañ du-se el liorzh
Oc'h eveshaat an ed
Me gred
Oc'h eveshaat an ed
It-hu hardi d'e gavet
Ha n'ho refuzo ket
Na ray ket !
It-hu hardi d'e gavet
Ha n'ho refuzo ket

3
- Deboñjour deoc'h Bonomig,
Boñjour deoc'h a laran
Bremañ !
Boñjour deoc'h a laran
Koñje ho merc'h Janedig
Diganeoc'h c'houlennan
Bremañ !
Koñje ho merc'h Janedig
Da zime'iñ ar bloaz-mañ

4
- Evit ma merc'h Janedig
Na zimezo ket c'hoazh
Evit c'hoazh !
Na zimezo ket c'hoazh
Chom a ray daou pe dri bloaz
Da roul' an ebat c'hoazh
Evit c'hoazh !
Chom a ray daou pe dri bloaz
Da roul' an ebat c'hoazh

5
- Bet ho po keun, Bonomig,
Da vezañ ma refuzet
Me a gred
Da vezañ ma refuzet
C'hwi deuio d'he offr din-me
Mez n'he c'hemerin ket
Na rin ket
C'hwi deuio d'he offr din-me
Mez n'he c'hemerin ket

6
- Dalit ho sac'h Kloaregig,
Lakit-hañ war ho skoaz
O ya da !
Lakit-hañ war ho skoaz
Koulz eo deoc'h hen kaout bremañ
Evel hen kaout da vloaz
O ya da !
Koulz eo deoc'h hen kaout bremañ
Evel hen kaout da vloaz

7
Neuze ar c'hloareg yaouank
Teu da gavout Jeanned
Ho ! ho ! ho !
Teu da gavout Jeanned:
- Ur pokig, ma dousig koant,
Ouzhoc'h a c'houlennan
Bremañ !
Ur pokig, ma dousig koant,
Ouzhoc'h a c'houlennan

8
- E-lec'h ur pok, Kloaregig,
C'hwi ho po daou ha tri
O ya c'hwi !
C'hwi ho po daou ha tri
Ha mallozh d'ar gwall-deodoù
Zo kaoz d'hon disparti
O ya ni !
Ha mallozh d'ar gwall-deodoù
Zo kaoz d'hon disparti

9
A-benn un deiz da c'houde
Jeanned zo chomet klañv
O ya klañv !
Jeanned zo chomet klañv
Ma komañs ar Bonomig
Dont da 'n em chagrinañ
Han! han! han!
Ma komañs ar Bonomig
Dont da 'n em chagrinañ

10
Neuze 'c'h'a ar Bonomig
A c'h'a da fouetañ bro
Ho! ho! ho!
A c'h'a da fouetañ bro
Na da glask ar C'hloaregig
Da gemer Jeanneto
Ho! ho! ho!
Na da glask ar C'hloaregig
Da gemer Jeanneto

11
- Boñjour deoc'h-hu Kloaregig
Boñjour deoc'h a laran
Bremañ !
Boñjour deoc'h a laran
Abaoe ma 'z oc'h bet du-mañ
Jeanned zo chomet klañv
O ya klañv!
Abaoe ma 'z oc'h bet du-mañ
Jeanned zo chomet klañv

12
- Laret 'm boa deoc'h Bonomig
Ho pije ma c'hlasket
Hag abred!
Ho pije ma c'hlasket
E teufec'h d'hi offr din-me
Mez n'he c'hemerin ket
Na rin ket!
E teufec'h d'hi offr din-me
Mez n'he c'hemerin ket

13
- Dalit ho sac'h Bonomig
Lakit-hañ war ho skoaz
O ya da!
Lakit-hañ war ho skoaz
Koulz eo deoc'h hen kaout bremañ
Evel hen kaout da vloaz
O ya da!
Koulz eo deoc'h hen kaout bremañ
Evel hen kaout da vloaz

Paroles.net dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)

Sélection des chansons du moment

Les plus grands succès de Chansons Bretonnes