Paroles de la chanson Son ar miliner (La chanson du meunier) par Chansons Bretonnes

Chanson manquante pour "Chansons Bretonnes" ? Proposer les paroles
Proposer une correction des paroles de "Son ar miliner (La chanson du meunier)"

Paroles de la chanson Son ar miliner (La chanson du meunier) par Chansons Bretonnes

Div blac'h yaouank diwar ar maez
O, la la la, la la la le no
Div blac'h yaouank diwar ar maez
O, la la la, la la la le no
Oa aet d'ar vilin un nozvezh
O, la le la, la la la la lo
Oa aet d'ar vilin un nozvezh
O la la, la la la le no

Toull ar vilin p'oant arruet
Ar miliner a oa kousket

"Savit 'lese, miliner laer,
Da val' hor samm deomp dont d'ar gêr

- Petra zo ganeoc'h 'n ho sac'had
Pa oc'h erru ken diwezhat ?

- Kerc'h ha segal ha gwinizh du
P'emañ ar vilin war he zu

- O! war he zu pe n'emañ ket
Bremaik-tuchant e vo lakaet

- Ola, ola ! miliner laer,
Torret eo las va zavañjer"

Seitek devezh ha triwec'h miz
Oa aet an Aotrou e Paris

P'oa erruet 'n aotrou er gêr
Oa chañchamant 'barzh e vaner

An Aotrou en deus goulennet :
"An Itronez, pelech eo aet ?

- 'Mañ barzh ar gambr an uhelañ
'Tommañ he mabig terruplañ

Ur mab bihan glas e lagad
'Vez ket gouiziet piv eo e dad

- Ne ouian ket da biv vefe
Met da'r miliner laer e ve..."

"Boñjour deoc'h, miliner laer,
Erru on d'ho klask da gomper

- Da gomper, nann, me n'ez in ket
Rak va milin zo war he boued

- Me ouie 'vat, miliner laer,
Vefec'h ket bet tad ha komper

- Dalc'hit hoc'h Itron barzh ar gêr
Ne vin ket bet tad ha komper !"

Paroles.net dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)

Sélection des chansons du moment

Les plus grands succès de Chansons Bretonnes