Paroles de la chanson Soñj ma yaouankiz (Souvenir de ma jeunesse) par Chansons Bretonnes

Chanson manquante pour "Chansons Bretonnes" ? Proposer les paroles
Proposer une correction des paroles de "Soñj ma yaouankiz (Souvenir de ma jeunesse)"

Paroles de la chanson Soñj ma yaouankiz (Souvenir de ma jeunesse) par Chansons Bretonnes

Disul vintin p'oan savet, pa oa dijuniet din,
Pa oa dijuniet din,
Me da vonet d'am jardrin,
O ie ladira ladira ladira
Me da vonet d'am jardrin, espres vit pourmeniñ

Me da vonet d'am jardrin, espres 'vit pourmeniñ
Hag e klevis un evnig
Er boud o fredoniñ

Ha ma lare an evnig, fasil mat dre e vouezh
Petra ra dit-te, kloareg,
Kemer tristidigezh ?

Ha ma lare an evnig, fasil mat dre e son,
- Emañ da vignon karet
E dezolasion

Gwechall, pa oan paotr yaouank, me oa paotr disoursi
Arc'hant vije em godell
Dont d'an ostaleri

Bremañ pa'z on dimezet, kemeran paradur
Adieu d'am holl yaouankiz
Ha d'am holl blijadur

Adieu d'am holl yaouankiz, ha pa eo aet 'n he roud
Na pa me peder askell
N'on ket 'vit he zapout

Na pa me peder askell, lec'h n'am eus nemet div,
Adieu d'am holl yaouankiz
Bremañ p'eo aet a-biou

Arsa 'ta evnig bihan, te a zo lijer a droad,
Kerzh war-lerc'h ma yaouankiz
Me baeo chopinad

Kerzh war-lerc'h ma yaouankiz, me baeo chopinad
Ha ma ne ve ket trawalc'h
Ma baeo boutailhad

Ar yaouankiz zo ur bouked, ar c'haerrañ zo er bed
'Met ha kozh hen diskarfe
Mez sur 'walc'h na rai ket

Paroles.net dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)

Sélection des chansons du moment

Les plus grands succès de Chansons Bretonnes