Paroles de la chanson Ur gentel vat (Une bonne leçon) par Chansons Bretonnes

Chanson manquante pour "Chansons Bretonnes" ? Proposer les paroles
Proposer une correction des paroles de "Ur gentel vat (Une bonne leçon)"

Paroles de la chanson Ur gentel vat (Une bonne leçon) par Chansons Bretonnes

I

Klevet, Bretoned, me ho ped,
Ar pezh zo nevez erruet (bis)

Zo erruet da Yann Mareg
Parrez Nizon, tro Nedeleg,

Troc'ho monted, er mintin-se,
Tal er maner, oamp, er park ne :

- Yann Mareg, pelec'h oc'h-hu bet,
Pa zigoue'et ken dive'et ?

Pelec'h oc'h-hu bet en noz-me,
Da evo sistr dous, en giz-se ?

- Tankerru ! bet on en noz-me,
Lec'h neuz groet Dou ma mad din-me.-

Na unan all a lare de'an
- Bout oc'h-hu un tammik mev, Yann.

Bout em eus evet ur podad ;
Tankerru ! hennezh a oa mat ;

Evel gwin-ardant ar gwellon !
Hag en deus groet vad d'am c'halon !-

M'oc'h 'ont kuit, a lare Loeiz-kamm,
M'oc'h 'ont kuit, Yann baour, yaouank-flamm

Kaer en defa sevel e var,
Stoke e benn gant an douar.

- Petra rin ken da chom amañ ?
Me ya da glask un tamm bara.-

Hag e lare, 'benn gant an hent,
'Vont d'ar gêr lare tre e zent :

- Ar sistr dous-se a oa ker mat !
M'em befe evet dek podad

II

- N'eo ket degoue'et ho tad er gêr ?
- N'eo ket degoue'et ; aet da Gemper;

Da Gemper, pe trezek Aljer,
Eñ lare 'n defa c'hoant d'ober.-

Peder zun a oa tremenet,
Ne oa ket c'hoazh er gêr degoue'et;

Oa ket bet er gêr Yann Mareg ;
Ken a zeuas deiz Nedeleg.
Deiz Nedeleg, d'an aberdaez,
Teuas d'an ti paotred Sant-Vode.

- Yec'hed-mat deoc'h, tud an ti-mañ
'Peus lien da werzo dre-mañ?

- 'Neus tamm mui da werzo amañ
Gwerzhet 'mañ bet er bloavezh-mañ.-

Hag i er-maez deus a Lonch-dall,
Hag i d'er gêr en ur vragal.

Pa oant o vont e-barzh er c'hoad :
- Sell 'ta 'touez an erc'h roudoù 'r c'had !

- Roudoù 'r c'had re-se ned int ket;
Roudoù louarn ne laran ket.-

Hag i mont da heul er roudoù ;
- Setu amañ un tog kozh 'tav !

Hag hen gwenn-kann gant ar rev ;
Tog Yann Marek, a gredan, eo.

- Na tog ho tad hemañ, Lorañs ?
- Tog ma zad n'emañ ket, 'michañs.-

Hag i d'ar c'hoad en-dro o-daou,
Ken defant kaet ur bragoù

Ur bragoù, pelloc'h, kreiz er c'hoad,
Hag hen roget hag outañ gwad.

- E vragoù, re-mañ, hag e dog !-
Ha Loeiz Pilorsi lamme 'raok.

(Hag ur vran gozh o c'hoagat,
E beg ur we'enn, e korn ar c'hoad.)

Ha Loeiz da youal spontet-tre
- Ma Doue! setu 'mañ ame!
III
Touez an erc'h e oa Yann Mareg,
Hag hen koue'et eno war e veg -,

E zaou zorn e pleg war e benn -
War e zaoulagad e vlev gwenn.

Debret e gof hag e zivronn,
Gant ar vleizi, rez e galon

Nemet e dal n'en doa damant,
Abalamour d'ar vadiant.

Tan oa bet er c'hoad 'pad an noz ;
En e gichen e c'hrwegig kozh,

War he daoulin, en ur oelo
Hag he vugale tro-war-dro.

Bet oant d'e ziwal 'hed an noz :
Ha maer Nizon d'an antronoz

Hag ar c'hleu'ier kozh d'e gerc'hat,
Gant ur gazeg hag un arched.

Hag e zigasas d'ar vered,
Hep son kleier na beleg 'bet,

Hep son kleier na beleg 'bet,
Hag hep kroaz na dour benniget ;

Hag hen taolas 'barzh an toull yen,
E dog gantañ klok war e benn

Loeiz Gwivar, Loeiz-kamm lesanvet
En deveus ar werz-mañ savet;

Savet en deveus ar werz-mañ :
Ur gentel vat da bep unan.

Paroles.net dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)

Sélection des chansons du moment

Les plus grands succès de Chansons Bretonnes