Paroles de la chanson Va merc'h Janed, mar timezit... (Ma fille Jeannette, si vous vous mariez...) par Chansons Bretonnes

Chanson manquante pour "Chansons Bretonnes" ? Proposer les paroles
Proposer une correction des paroles de "Va merc'h Janed, mar timezit... (Ma fille Jeannette, si vous vous mariez...)"

Paroles de la chanson Va merc'h Janed, mar timezit... (Ma fille Jeannette, si vous vous mariez...) par Chansons Bretonnes

Va merc'h Janed, mar timezit
Va merc'h Janed, mar timezit
Klaskit ur gwall zen mar kirit
Latirou lañlir latirou lañla
Latirou lañlir lañlir o latira

Evidon-me 'm eus bet unan
Leizh va c'halon 'm eus anezhañ

Pa 'z on aet d'her c'has da gousket
'M eus her c'hollet el ludueg

Me 'm eus kemeret ar bal-dan
Da glask dillo va den bihan

P'em eus e lakaet er gwele
Er plouz her c'hollis adarre

Ha me ha mont da glask ur forc'h
Da deurel ar plouz er c'hraou moc'h

Pa oan o vont war an treujoù
'M eus diaozet e gostezioù

Me 'm eus kroget e penn e fri
Hag hen taolet 'n tu all d'an ti

Ha deut ar big en ur ganañ
Da gontañ e pe stad e oa

Edo 'r golvan ouzh her chokat
Ar penn-glaou ouzh her pigosat

Me yeas da glask ur vazh kelvez
Da skeiñ war an evned gouez

Tapet va den em zavañjer
Me deuas prim gantañ d'ar gêr

Ur votez 'm eus karget a foenn
Ha lakaet enni va zamm den

Lakaet ar votez 'korn an tan
Aze vo kaer d'am den bihan

An tan en deus kroget er foenn
Ha e rostet raz, troad ha penn

'M eus hen paket war an oaled
Va zargazh en deus hen debret

Bremañ setu me intañvez
Prest adarre d'ober al lez !

Paroles.net dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)

Sélection des chansons du moment

Les plus grands succès de Chansons Bretonnes