Paroles de la chanson Yannig Kokard (Yannik Coquard) par Chansons Bretonnes

Yannig Kokard (Yannik Coquard) Traduction française
Chanson manquante pour "Chansons Bretonnes" ? Proposer les paroles
Proposer une correction des paroles de "Yannig Kokard (Yannik Coquard) "

Paroles de la chanson Yannig Kokard (Yannik Coquard) par Chansons Bretonnes

I

Iannik Kokard a Blouilliau,
Braoa mab kouer ' zo er vro,
Ar pabor euz ann holl baotred,
Kalonik ann demezelled.

Pa 'z ee Iann Kokard d'all Lew-dreaz,
Ar merc'hed koant 'lamme e-meaz,
Ann eill d'eben a lavare :
- Iannik Kokard ' zo vont aze ! -

-Iannik Kokard 'n euz lavaret
Er ber, d'he dut, p'eo arruet :
- Ma zad, ma mamm, mar veoc'h kontant,
Me eureujfe ur plac'hik koant,

Me eureujfe Mari Tili,
Ur madou-braz ' roër gant-hi ;
Reï ' reur d'ez-hi seiz komanant,
Ha leiz ar bouezell a arc'hant;

Leiz ar veol-vraz a neud-gwenn,
Ur c'harr houarnet hag un denn !
- Ar C'hokard-koz a lavare
D'he vab Iannik, eno neuze :

- Mari Tili n'ho pezo ket,
Rag dac'h ha dimp ' ve rebechet ;
Dac'h-e'hui ha dimp ' ve rebechet,
Rag ur gakouses ho pe bet ! -

- Ma zad, ma mamm, da vihana,
Ma lest da vont da bardona ;
Ma lest da vont da bardona
D'ar Folgoat, pe d' Zantes-Anna. -

- Mar et d'ar pardon d'ar Folgoat,
Doue ra reï dac'h beaj-vad !
Doue ra reï dac'h beaj-vad,
D'ho tud er ger kezelo mad ! -

II

Pa oa o tremenn Montroulez,
Hag hen o kaout he Gakousez :
- Iannik Kokard, ma c'harante,
Na pelec'h et-c'hui er giz-ze? -

- Me ' ia da bardon ar Folgoat,
Dilour, diarc'henn, war ma zroad, -
- Iannik Kokard, ma c'harante,
Ma lest da vont ganec'h iwe,

Da c'houlenn 'r c'hraz digant Doue
Ma kouskfomp er memeuz gwele;
Kousket 'n ur memeuz gwelead,
Debri er memeuz skudellad. -

Euz a Vontroulez da Blouvorn,
Ez int et ho daou dorn-euz-dorn.
Mari Tili a lavare,
Toul porz hi zad pa dremene :

- Iannik keiz, gortoït un tamm,
Ma 'z inn en ti da gaout ma mamm,
Da c'houlenn ha ' zo peadra
Da rei d'imb hon daou da goania. -

- Ma merc'hik, me am euz klewet
Iannik Kokard ' zo dimezet ;
Pa vezo ouz taol o koanian,
Ma merc'h, goulennit digant-han;

Euz ma laro, mar eo kristenn,
Roït d'ez-han he groaz-nouenn :
Roït d'ez-han he groaz-nouenn,
Un arched a bewar flankenn ! -

- Iannik Kokart, ma c'harante,
Anzaovit d'inn ar wirione;
Anzaovit d'inn ar wirione,
Ha c'hui ' c'h euz groeg ha bugale? -

- Ia, me 'm euz groeg ha bugale,
Me garrie beza 'r ger gant-he. -
- Iannik Kokard, ma c'harante,
Evit 'r banne diganin-me ;

Na roinn ket d'ac'h a winn-gwenn,
Gant aouenn na zavfe d'ho penn ;
Me diskenno dac'h gwin-kleret,
Wit ma roï dac'h nerz da gerzet. -

III

P' iee Iannik Kokard da vouit dour,
Na ouie ket ez oa klanvour ;
Na ouie ket ez oa klanvour,
Ken a zellas ebars ann dour.

Bars ar feuntenn dre ma selle,
Gant al laournes e tispenne !
- Iannik Kokard a lavare
D'he dad, d'he vamm, pa arrue :

- Ma zad, ma mamm, mar am c'haret,
Un ti-newez d'inn a zavfet ;
Zavet-han d'inn en lez al lann,
Tost d'ann hent a ia da Zant-Iann ;

Grit ur prennestr en he bignon,
Ma welinn ar prosession,
Ar baniel braz a Blouilliau,
O vont etrezeg sant Kado.

Ar baniel braz tro ar vered,
Hag a wes am euz-han douget !
Mar 'm euz-han douget lies-braz
N'hen douginn ken brema siouas ! -

He dad he vamm a lavare
D'Iannik Kokard eno neuze :
- Iannik Kokard, d'in lavaret,
Gant petra ez oc'h bet laouret? -

- O eva gwinn, leiz ar werenn
Digant ur plac'hik a garienn ;
O eva gwinn ampouezonet
Gant ur gakouses miIliget. --

IV

Mari Tili a lavare
En Montroulez pa arrue :
- Tric'houec'h kloarek am euz karet,
Hag ho zric'houec'h am euz laouret;

Iannik Kokard, ann diwesa,
Laka ma c'halon da ranna !
Ur strill-goad euz ma biz-bihan,
A laourfe kant, koulz hag unan ! -

Paroles.net dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)

Sélection des chansons du moment

Les plus grands succès de Chansons Bretonnes