Paroles de la chanson Ar Vatezhig par Eric Le Lann

Auteurs: Marthe Olga Vassallo

Compositeurs: Eric Le Lann

Editeurs: Universal Music Publishing

Chanson manquante pour "Eric Le Lann" ? Proposer les paroles
Proposer une correction des paroles de "Ar Vatezhig"

Paroles de la chanson Ar Vatezhig par Eric Le Lann

Noz eo ’nezhi e-barzh ar sal ha mouchet ar prenestr
Ar c’hastell ’neus kollet ar mevel da heul ar mestr
Aet int tout betek ar razhed a oa er solier
Ha me ar vatezhig vihan a gav hir an amzer
Derc’hel ran da verat ar bara diouzh ar mintin
Diwar daeroù du mesket gant aer ha poultrenn fin
Poazhet war al ludu yen
Al leur-vein a luc’h en diouer a dremeniri
Memestra ’lakan ma foan bep lun ouzh he gwalc’hiñ
Dindan selloù ar brini
Kannañ ’ran ken e skuizhan ma-unan war vord ar wazh
’Vel pa ne weljen ket n’eus mann ebet an dro-mañ c’hoazh
’Tre an dour ha ma golvazh


Diouzh an noz n’am bez na tan na keuneud na gouloù
Mes ma zreid a oar an hent koulz en nec’h ’vel en traoñ
O vont d’o’r tro ar c’hambchoù
Taol a ran pled mat mont da gousket en pep gwele
Pep hini d’e dro betek an disterrañ anezhe
Evit digas da soñj dezhe
’Vit ma vefont kontant c’hoazh da zegemer en-dro
C’hwezenn ar garantez e plegoù o liñselioù
’Benn ’vo arri an aotroù

Paroles.net dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)